ANA / *DANU - Archive ouverte HAL Accéder directement au contenu
Communication Dans Un Congrès Année : 2013

ANA / *DANU

Danu Between
  • Fonction : Auteur

Résumé

Anv an Danube < Dānouio-a c'hell bezañ ereet gant *Donu / *Danu an Tuatha Dé Danann goude ma vije berr a *Danu, peogwir n'eo ket *Donu ur ger keltieg. Heñveladur Ana ouzh Dana a ziskouez bezañ aesaet gant an hesoniezh. An div vaouez n'int ket eus ar memes familh daoust dezho bezañ Doueezed-mamm o daou. *Danu a zo Doueez-vamm tri doue o frammañ diaz an TDD, elese meuriadoù barrek war gwidre ar metal hogen divarrek war al labour douar. Ar re-se vo trec'h war gounideien anvet Fomoire e Cath Magh Tuired 2. Orin *Danu an Tuatha Dé Danann zo ken pell hag hini ar gadourien geltiek o tiskenn eus Proto-Indez-Europiz sevenadur Yamna hag a zalc'ho penn da dud Europa Gozh adalek an trived milved KK. Ana a zo Mamm doueed Iwerzhon, da lavaret eo arouez riegezh an enezenn goude trec'h an TDD war he annezidi kent. Lec'hiet eo en ur rannvro ha kevreet gant div benn-bronn e stumm div dorgenn e Killarney (Munster). Arouez an douar mamm eo. Roet eo bet dezhi kredabl un anv keltiek a c'hellfe dont eus ar Proto-Indez-Europeg kar d'an Hittiteg HannaHannah da skouer. Ken souezhus ha ma c'hell bezañ, e c'hellfe an div boblañs bezañ bet e darempred gwezh all gozh, gant ma ve pignet en-dro betek ar-7vet milved er rannvro kent Ouralek: chaseouriendastumerien ar mare a reas anaoudegezh gant ar chatalerezh trugarez da dud deuet eus ar sav-heol. O c'hempredidi pe-se a guitaas Anatolia evit trevadenniñ Europa ar mezolitik. Hag ar « Gourganiz » a yeas a-benn da Europa Gozh tro ar-4vet milved adalek ar stepennoù.
Il s'agit de la version complète (13 p.) de la communication déposée précédemment (hal-04419624 v1) dans un format (10 p.) convenant au temps de parole autorisé, avec un résumé en breton. Il existe aussi une version en breton ⟨hal-01372555⟩ mais il s'agit d'un chapitre de livre.
Fichier principal
Vignette du fichier
TrierEMBsam.pdf (363.19 Ko) Télécharger le fichier
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)

Dates et versions

hal-04460193 , version 1 (15-02-2024)

Identifiants

  • HAL Id : hal-04460193 , version 1

Citer

Gilles Boucherit, Danu Between. ANA / *DANU: Between Siberia and Anatolia ?. First European symposium in Celtic Studies,, Trier University, Aug 2013, Trier, Germany. ⟨hal-04460193⟩
0 Consultations
3 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More